Staj disentiñ Aï' ta! er Presbital Kozh

Un ugent a dud bennak oa deuet d'an devezh stummañ aozet gant Aï' ta! er Presbital Kozh d'an 8 a viz Meurzh. Kemeret 'neunt perzh er staj disentiñ ha labouret war an teoriezh hag ar strategiezh koulz ha war ar pleustriñ, gant stalioù-labour diwar-benn ar c'hazetenniñ pe an archerien : penaos en em zerc'hel dirake, penaos respont pe chom hep respont d'ar goulennoù an eil re pe ar re all. Lakaet zo bet an dud da sevel ha da c’hoari un obererezh stourm.

 

Ur staj pleustrek da vat eo bet diouzh gwelet panelloù hent unyezhek ar gumun. Bremañ e oar mat servijoù an departamant petra a chom dezhe d'ober : tennañ kuit ar panelloù unyezhek ha lakaat panelloù divyezhek en o lec'h, a-drugarez da strollad Aï' ta! 'neunt diskouezet ar skwer vat dezhe.

 

Klaoustre e teuio tud Aî' ta! d'ober un droiad all 'b ar vro-mañ ma ne vez ket graet ar cheñchamant buan a-walc'h !

 


Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.