Nozvezh Kabaret brezhonek gant Pempvet Pred

Ar gevredigezh Pempvet Pred a vod buhezourien ha renerien kamp vakañsoù brezhonek ha gallaouek. Dibabet eo bet an anv diwar ar pred a vez debret asambles gant ar vuhezourien ur wech aet da gousket bugale ar c'hamp. E-kerzh ar pred-se e vez kaozet deus an devezh paseet ha prientet ar pezh 'vo graet d'an antronoz.


Memes mod 'zo bet divizet gant skipailh Pempvet Pred aozañ un dibenn-sizhunvezh staj evit en em gavout asambles ur wech ar bloaz a-benn kas war-raok ar buheziñ hag an deskadurezh pobl e brezhoneg : ober anaoudegezh, eskemm skiant-prenet, traoù pleustrek ha raktresoù, krouiñ, kanañ, dañsal, diskuizhañ, farsal...sed aze program ar staj. 


Hag ar bloaz-mañ e vo aozet staj Pempvet Pred er Presbital Kozh, d'ar 1añ ha d'an eil a viz Du. D'ar sadorn, adalek 9 eur noz, e vo un nozvezh Kabaret e brezhoneg, digor d'an holl hag evit netra !


Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.