FEST AR SOUBENN / FAITES DE LA SOUPE !

D'ar sadorn 6 a viz Kerzu e vo fest ar soubenn er Presbital Kozh. Aozet e vo an traoù gant Oaled Landelo, tud liorzh voutin Landelo hag ULAMIR Stêr Aon. Setu program an devezh :

 

Adalek 2 eur goude merenn : deuit da fardañ ho soubenn e brezhoneg, un endervezh dudius evit ober soubenn en ur gaozeal brezhoneg. Evit ar vrezhonegerien ampart koulz hag ar re zo o teskiñ c'hoazh, ar re gentañ a sikouro ar re all !

Graet e vo gwastilli ivez, hag a vo debret evit koan da heul ar soubenn !

Degasit danvez (legumaj,...) hag armoù kegin.

 

Adalek 6 eur noz :

Penaos ober chistr ? Ur film e brezhoneg savet gant skipailh Kan an Douar diwar-benn ar mod kozh d'ober chistr.

Ha da c'houde : ur film e galleg kinniget gant tud al liorzh voutin.

 

Adalek 7 eur noz : Digor-kalon gant chistr ar vro, evel-just !

Ha da c'houde : koñkour bras ar soubenn !


Deuit gant tri litrad soubenn, tañvet e vo ha dilennet ar re lipousañ !


Mont-tre dieub ha digoust memes hep soubenn !


Titouroù hag enskrivadurioù : Oaled Landelo pe ULAMIR-Aulne

 

Le samedi 6 décembre aura lieu la Fête de la soupe au Presbital Kozh. Un journée organisée par Oaled Landelo, le Jardin partagé de Landeleau et l'ULAMIR-Aulne. Voici le programme :

 

A partir de 14 h : Venez faire votre soupe en breton, un après-midi ludique pour faire la soupe en parlant breton, que l'on soit bretonnant confirmé ou apprenant, les premiers aideront les autres !

On fera aussi des gâteaux pour le dîner après la soupe !

Venez avec vos ingrédients et vos ustensiles.

 

A partir de 18 h :

Penaos ober chistr ? Un film en breton réalisé par l'équipe de Kan an Douar sur la façon artisanale et traditionnelle de faire le cidre.

Puis, un film en français proposé par le Jardin partagé de Landeleau.

 

A partir de 19 h :

apéro gant chistr a vro et ensuite : grand concours de soupe !

 

Venez avec 3 litres de votre soupe, on goûtera et élira les meilleures !

 

Entrée libre et gratuite, même sans soupe !

 

Renseignements et inscriptions auprès de Oaled Landelo ou de l'ULAMIR-Aulne

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.