NOZVEZH YOD-KERC'H

Evel bep bloaz er Presbital Kozh e vo lakaet ar chidouarn war an tan da dommañ ar yod-kerc'h. D'ar gwener 27 a viz C'hwevrer adalek 7 eur hanter diouzh noz, skipailh Oaled Landelo a zegemero ac'hanoc'h gant ur banne chistria da c'hortoz ma vo tomm mat ar yod. Ha pa vo prest e voc'h ambrouget betek an daol gant Georges Cadoudal ha sonerien Re an Are.

Goude koan e vo kroget gant ar veilhadeg : konterien ha kanerien ar vro a gaso an nozvezh en-dro e brezhoneg penn da benn.

 

Gwelloc'h delc'her ho plas an abretañ ar gwellañ : bras eo an ti met ar sal-debriñ n'eo ket ken bras se.

Ma faota deoc'h kontañ un istor pe kanañ ur ganaouenn, lârit deomp : degemeret mat e voc'h.

Priz an nozvezh : roit 'pezh 'peus c'hoant  ! 

Ar re zo o chom pell a c'hello kousket war al lec'h : un distaol ispisial a vo graet en noz-se : 12 € e-lec'h 15 €.

 

Un dra nevez a vo er bloaz-mañ : un atalier fardañ yod-kerc'h e brezhoneg, adalek 2 eur hanter goude merenn.

 

Evit delc'her ho plas ouzh taol pe delc'her ur gwele : kasit ur postel deomp.

 

Ken voc'h gwelet en Nozvezh Yod-Kerc'h neuze !

 

 

Comme chaque année au Prebital Kozh, on mettra la marmite sur le feu pour réchauffer la bouillie d'avoine. Le vendredi 27 février, à partir de 19 h 30, l'équipe de Oaled Landelo vous accueillera avec un verre de chistria en attendant que la bouillie soit chaude. Quand ce sera prêt, Georges Cadoudal et les sonneurs de Re an Are vous accompagneront en musique jusqu'à table.

 

Après le repas, place à la veillée : les conteurs et chanteurs locaux animerons la soirée, tout en breton.

 

Il est fortement conseillé de réserver au plus vite : la maison est grande, mais la salle à manger ne l'est pas tant que ça.

 

Si vous souhaitez conter une histoire ou chanter une chanson, dîtes-le nous : nous vous ferons une bonne place.

 

Prix de la soirée : donnez ce que vous voulez !

 

Ceux qui viennent de loin pourront rester dormir au gîte : un tarif spécial sera appliqué pour cette nuit-là : 12 € au lieu de 15 €.


Une nouveauté cette année : il y aura un atelier de fabrication du Yod-Kerc'h l'après-midi à partir de 14 h 30.

 

Pour réservez votre place à table ou un lit au gîte : envoyez-nous un mail.

 

Au plaisir de vous voir à la soirée Yod-Kerc'h !

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.