Prezegenn Francis Favereau diwar-benn ar c'hoariva brezhonek

D'an dibenn-sizhunvezh 21-22 a viz Du e teuio izili eus ar c'hevrad C'hoariva d'ober ur chomadenn e Presbital Kozh evit kaozeal asambles eus ar c'hoariva brezhonek, eus raktresoù zo da gas da benn, ha me 'oar-me.


Da geñver an emvod-labour-se e vo ur brezegenn gant Francis Favereau diwar-benn ar c'hoariva brezhonek en 20vet kantved. Milvrudet eo Francis Favereau e bed ar brezhoneg, dre e c'heriadurioù dreist-holl met ur mailh eo ivez war lennegezh vrezhonek an 20vet kantved.


E brezegenn a vo d'ar sadorn 21 a viz Du, adalek 2 eur 30 goude merenn. Digor d'an holl hag evit mann.

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.