Un week-end dense et instructif au Presbital Kozh

Ul lodenn eus prezegenn Francis Favereau diwar-benn ar c'hoariva brezhonek. Presbital Kozh, 21/11/2015.

Mersi bras da Fanny Chauffin evit bezañ filmet an traoù.

Fonnus, kentelius, frouezhus, plijus ha fromus e oa bet an dibenn-sizhunvezh paseet er Presbital Kozh. Digwener noz e oa bet ouzhpenn 30 a dud o kemer perzh en nozvezh diwar-benn Palestina. Deuet oa lod deus an dud 'noa graet ur chomadenn eno e miz Ebrel evit kontañ kaoz deus ar pezh 'neunt gwelet. Testenioù kentelius ha fromus war un dro.

D'ar sadorn goude merenn 'oa bet ur brezegenn dedennus-kaer diwar-benn ar c'hoariva brezhonek, displeget gant Francis Favereau, bet kelenner e Skol-Veur Roazhon. E-pad an dibenn-sizhun 'oa bet izili ar c'hevread C'hoariva o plediñ diwar-benn stad hag amzer-dazont ar c'hoariva brezhonek.

Tud bro Karaez bet e Palestina e miz Ebrel 2015. Ur veaj aozet gant France Palestine Solidarité Centre Bretagne.


Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.