Krampouezh ha plijadur ken-ha-ken !

Tost da dregont a dud oa bet o fardañ hag o tebriñ krampouezh 'ba Presbital Kozk Landelo da-geñver ar c'hentañ Krampouezh-Party aozet gant Oaled Landelo. Mat ar c'hrampouezh, gwinizh-du ha gwinizh kenkoulz, plijet an holl gant al lec'h hag ar jeu ha brezhoneg zo bet klevet a-hed an nozvezh. Galleg ivez, un tamm re marteze, dre ma oa nann-vrezhonegerien ganeomp, nebeut-tre deusoute koulskoude, ha nebeut-tre a vrezhonegerien ampart ivez. Ar braz deus an dud oa deskidi, deraouidi evit lod ha moarvat 'vije bet aezetoc'h dezhe derc'hel gant ar brezhoneg ma vije bet muioc'h a vrezhonegerien ampart evit broudañ ha sikour anezhe. Emichañs e vo klevet muioc'h a vrezhoneg c'hoazh en eil Krampouezh-Party d'an 8 a viz Genver 2016.  

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.