Krampouezh Party : eil tro !

 

Emichañs 'po miret un tamm plas 'ba ho kof evit gellet debriñ krampouezh kazi diouzhtu gouelioù fin ar bloaz. 'Po ket 'met ur sizhunvezh evit lakaat  da ziskenn tout an traoù lipous ha druz 'po debret a-raok.

 

Kar 'mañ o tont an eil Krampouezh Party er Presbital Kozh : d'ar gwener 8 a viz Genver adalek 7 eur 30 noz.

Degasit evajoù ha peadra da lardañ ar c'hrampouezh (istr, avu druz, boued-mor, restachoù Nedeleg ha n'ouzon ket petra c'hoazh), ganeomp e vo an toaz hag ar pilligoù.

 

Ha dreist pep tra, deuit da gaozeal brezhoneg, yezh vravañ ar bed !

 

 

Ma faota deoc'h pellgargañ ar skritell, klikit amañ

(dindan stumm pdf ha jpeg)

Commentaires: 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.