Krampouezh Party : Gouel ar Gouloù

Da geñver an trede krampouezh Party aozet gant Oaled Landelo e vo lidet Gouel ar Gouloù war an dro, d'ar gwener 5 a viz C'hwevrer 2016.

 

Diwallit : kroget eo al labourioù bras er Presbital Kozh ha graet e vo an traoù e sal abadennoù Landelo (salle d'animations), e-kichen ar skolaj. Adalek 8 eur noz.

 

Ne cheñch ket stumm an nozvezh evit se : deoc'h-c'hwi da zegas peadra da evañ (chistr pe evajoù all) ha boued da lakaat war ar c'hrampouezh : fourmaj-laezh, vioù, kig-vorzhed, kig-sall, andouilh, tokoù-touseg,....ha traoù sukret ivez : kaotigell, mel, chokolad,...

 

C'hoarioù a-stroll a vo da heul ar c'hrampouezhadeg.

 

Ha pep tra e brezhoneg, evel-just !

Commentaires: 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.