Krampouezh Party : tro diwezhañ !

N'eo ket aet ar yod-kerc'h d'an traoñ c'hoazh ha setu 'mañ ar c'hrampouezh o tont !

 

D'ar gwener 4 a viz Meurzh e vo tro diwezhañ ar c'hrampouezh Party. Ma c'hwitit war an taol-mañ e vo ret deoc'h gortoz betek miz Du a-raok debriñ krampouezh mat Karen adarre. 

Gwell a se 'po tro da flapañ e brezhoneg ganeomp a-raok miz Du, e-kerzh Sizhunvezh ar brezhoneg da gentañ penn. 

 

Diwallit : kroget eo al labourioù bras er Presbital Kozh ha graet e vo an traoù e sal abadennoù Landelo (salle d'animations), e-kichen ar skolaj. Adalek 8 eur noz.

 

Ne cheñch ket stumm an nozvezh evit se : deoc'h-c'hwi da zegas peadra da evañ (chistr pe evajoù all) ha boued da lakaat war ar c'hrampouezh : fourmaj-laezh, vioù, kig-vorzhed, kig-sall, andouilh, tokoù-touseg,....ha traoù sukret ivez : kaotigell, mel, chokolad,...

 

C'hoarioù a-stroll a vo da heul ar c'hrampouezhadeg.

 

Ha pep tra e brezhoneg, evel-just !

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.