![](https://image.jimcdn.com/app/cms/image/transf/dimension=380x1024:format=jpg/path/sca48e01ea6e0d557/image/i9413d36ea57d27d7/version/1457451825/image.jpg)
Setu un nebeud fotoioù deus an devezh Yod-Kerc'h bet d'ar sadorn 27 a viz C'hwevrer ha deus ar c'hrampouezh Party bet ar gwener war-lerc'h. Daou ugent a dud zo bet o tebriñ yod-kerc'h hag o selaou konterien ha kanerien ar vro. Lod oa en emgavet goude merenn evit troiñ ar yod gant o bazh-yod. Chwezh vat zo bet gant ar yod-kerc'h ha gant ar c'hrampouzh ivez, un nebeud devezhioù war-lerc'h. Ha blaz mat ar brezhoneg war an div abadenn-se. Ret 'vo gortoz ar bloaz a zeu evit an nozvezh yod-kerc'h ha miz Du evit an abadenn krampouezh kentañ.
Met traoù e brezhoneg a vo ganeomp a-benn nebeut c'hoazh : ur bourmenadenn war droad e Koad ar Vouster, en ur lenn barzhonegoù e brezhoneg da vare Sizhunvezh ar Brezhoneg. Hag un dro-vale war velo a-hed ar c'hanol d'ar sul 17 a viz Ebrel. Keloù 'po dizale.
Aucun commentaire pour le moment.