Yod-kerc'h hag ar c'hrampouezh Party diwezhañ

Setu un nebeud fotoioù deus an devezh Yod-Kerc'h bet d'ar sadorn 27 a viz C'hwevrer ha deus ar c'hrampouezh Party bet ar gwener war-lerc'h. Daou ugent a dud zo bet o tebriñ yod-kerc'h hag o selaou konterien ha kanerien ar vro. Lod oa en emgavet  goude merenn evit troiñ ar yod gant o bazh-yod. Chwezh vat zo bet gant ar yod-kerc'h ha gant ar c'hrampouzh ivez, un nebeud devezhioù war-lerc'h. Ha blaz mat ar brezhoneg war an div abadenn-se. Ret 'vo gortoz ar bloaz a zeu evit an nozvezh yod-kerc'h ha miz Du evit an abadenn krampouezh kentañ. 

 

Met traoù e brezhoneg a vo ganeomp a-benn nebeut c'hoazh : ur bourmenadenn war droad e Koad ar Vouster, en ur lenn barzhonegoù e brezhoneg da vare Sizhunvezh ar Brezhoneg. Hag un dro-vale war velo a-hed ar c'hanol d'ar sul 17 a viz Ebrel. Keloù 'po dizale.

Commentaires: 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.