Toull ar Bleiz, c'hoariva e brezhoneg

Da geñver ar Redadeg e vo ur pezh-c'hoari e brezhoneg 'ba sal ar Sterenn er C'hastell-Nevez, d'ar sadorn 30 a viz Ebrel adalek 8 eur hanter noz.

"Toull ar Bleiz", gant Strollad ar Vro Bagan, a vo kinniget deoc'h gant Div Yezh hag Oaled Landelo. 

 

Ur gontadenn sonet eo "Toull ar Bleiz", skrivet gant Goulc'han Kervella diwar ar gontadenn dastumet gant Yeun ar Gov e Kreiz Breizh : "ur galedenn a zen".

 

Prizioù/Tarifs : 13 €

11 € dre rakprenañ / en prévente.

10 € evit ar studierien hag al liseidi / Etudiants et lycéens.

5 € evit ar vugale 8-15 vloaz / Enfants 8-15 ans.

 

A l'occasion de la Redadeg, les associations Div Yezh et Oaled Landelo invitent Strollad ar Vro Bagan à jouer "Toull ar Bleiz", "le loup et le sonneur", à la salle ar Sterenn de Châteauneuf-du-Faou, le samedi 30 avril à 20 h 30. 

 

"Toull ar Bleiz" est un conte musical écrit par Goulc'han Kervella à partir du conte collecté par Yeun ar Gov en Centre-Bretagne : "ur galedenn a zen", "un homme invincible".

Matilin an Dall, talabarder, ha Yann ar Chapel, biniaouer, a zo bet pedet en ur friko e- kreiz ar Menezioù Du. Spont a zo o ren er vro : ur bugelig a zo bet laeret gant ur bleiz ha kaset gantañ en ur c’hoad bras. Pa zegouez an daou soner war leur gêr ar bourk emañ ar chaseourien o vont war glask ar bleiz hag ar c’hrouadur. Daoust da se ez a an eured hag ar friko en dro. Matilin ha Yann a ambroug an daou zen nevez en iliz hag e lakont tud an eured da zañsal a-hed an devezh betek an noz.

 

 

Deuet eo ar poent da vont d’ar gêr war o c’hiz. Erru eo ar chaseourien endro d’ar bourk. Kazeg o deus graet. A-bell e klever ar bleiz o yudal. Yann ar Chapel a grog aon ennañ, ne fell ket dezhañ mont a-dreuz ar c’hoad gant e vignon. Gwelloc’h gantañ ober an dro vras.

Ha dao Matilin e-unan etre ar gwez uhel. N’eo ket ur c’hener, n’en deus ket aon rak ar bleiz.

Siwazh dezhañ, kouezhañ a ra en un toull don, toull ar bleiz graet gant ar chaseourien. En deñvalijenn e wel daou lagad evel etivi tan o lugerniñ hag ur vouezh spouronus o yudal. Ar bleiz eo. Penaos tec’het kuit ? Ne c’hell ket mont er maez eus an toull. Kregiñ a ra en e vombard ha seniñ. Pellaat a ra ar bleiz spontet mik. Pa rank chom a-sav gant berr alan e tosta ar bleiz adarre en ur yudal. Ha pan noz evel se. Da darzh an deiz emañ marv ar bleiz gant ar spont ha skuizh maro ar soner.

Matilin An Dall, sonneur de bombarde et Yann Ar Chapel joueur de biniou ont été embauchés pour animer une noce dans les montagnes noires. Quand ils arrivent au bourg du village, ils apprennent la terrible nouvelle : un jeune enfant a été emporté par un loup. Un groupe de chasseurs se lance à la recherche de la bête et de l’enfant, tandis que la noce bat son plein. Le soir, les deux sonneurs rentrent chez eux ; les chasseurs sont de retour, bredouille. Yann Ar Chapel refuse de traverser le bois où l’on entend le loup hurler. Seul, Matilin An Dall entre dans la forêt… 

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.