BEC'H D'AR BILLIG !

E-giz warlene, bep gwener kentañ ar miz, etre miz Du ha miz Meurzh er Presbital Kozh, e vo lakaet ar pilligoù da dommañ, an toaz da boazhañ hag an amann da deuziñ. E berr komzoù e vo bec'h d'ar billig !

Deuit niverus d'ober krampouezh en ur gaozeal brezhoneg, d'ar gwener 4 a viz Du adalek 8 eur noz.

 

Deoc'h-c'hwi da zegas peadra da evañ (chistr pe evajoù all) ha peadra da lardañ ar c'hrampouezh : fourmaj-laezh, vioù, kig-vorzhed, kig-sall, andouilh, tokoù-touseg,....ha traoù sukret ivez : kaotigell, mel, chokolad,...Ha dao d'ar c'hrampouezh, da bep hini da fardañ he c'hrampouezhennoù !

 

Kar setu pal ar c'hoari : ober krampouezh en ur flapañ e brezhoneg, pe ar c'hontrol, diouzh ho parregezh war yezh pe war meuz pennañ ar vro.

 

A-fed c'hoari e c'heller degas c'hoarioù a-stroll e brezhoneg evit kas an amzer da c'hortoz e vefe distanket steudad ar pilligoù.

 

Lakaet e vo bec'h war ar billig er Presbital Kozh bep kentañ gwener ar miz, nemet e miz Genver. Digor d'an holl vrezhonegerien, ampart pe o teskiñ c'hoazh !

Commentaires : 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.