Bec'h d'ar billig ha d'ar bloaz nevez !

Lakaat bec'h war ar billig e penn kentañ miz Genver, sed aze un digarez vrav da lidañ Gouel ar Rouaned hag ar bloaz nevez war un dro !

 

Ha kavet 'vo favennoù er c'hrampouezh pe fardet 'vo gwastell ar Rouaned gant toaz krampouezh ? Deoc'h da zont da welet !

 

Bec'h d'ar billig a vo d'ar gwener 7 a viz Genver 2017, adalek 7 eur noz e Presbital Kozh Landelo.

 

Deuit da gaozeal brezhoneg en ur zebriñ  ha fardañ krampouezh !

'Giz boaz, pep hini a zegas evaj ha traooù da lakaat er c'hrampouezh.

 

 

Commentaires: 0 (Discussion fermée)
    Aucun commentaire pour le moment.