![](https://image.jimcdn.com/app/cms/image/transf/dimension=475x1024:format=jpg/path/sca48e01ea6e0d557/image/ie13b10a5e5f715c2/version/1484319882/image.jpg)
D'ar gwener 3 a viz C'hwevrer e vo lakaet bec'h war ar billig, evel bep kentañ gwener ar miz er Presbital Kozh. Met lidet e vo Gouel ar Gouloù war an dro.
Daou abeg a-zoare da zebriñ krampouezh neuze ! Hag e brezhoneg evel-just !
Degasit evaj ha boued da lakaat war ar c'hrampouezh (kig-sall, vioù, fourmaj-laezh, boued-touseg, kaotigell, chokolad, mel,...), an toaz gwinizh-du ha gwinizh-gwenn a vo graet ganeomp.
E-kerzh an nozvezh e vo tu kanañ, c'hoari a-stroll ha flapañ forzh pegement, gant ma vo e brezhoneg !
Kroget e vo ganti adalek 7 eur noz evit ur banne digor-kalon da c'hortoz ma vo tomm ar pilligoù.
Digor d'an holl vrezhonegerien, kozh pe yaouank, ampart war ar yezh pe o teskiñ c'hoazh.
Ken voc'h gwelet er Presbital Kozh neuze !
Aucun commentaire pour le moment.