Boulc'het e vo Mizvezh ar Brezhoneg gant ur c'hrampouezh Party e Presbital Kozh Landelo. Bec'h 'vo d'ar billig d'ar gwener 3 a viz Meurzh adalek 7 eur noz.
Evel bep tro (boas oc'h bremañ), degasit evaj ha boued da lakaat war ar c'hrampouezh (kig-sall, vioù, fourmaj-laezh, boued-touseg, kaotigell, chokolad, mel,...), an toaz gwinizh-du ha gwinizh-gwenn a vo graet ganeomp.
E-kerzh an nozvezh e vo tu kanañ, c'hoari a-stroll ha flapañ forzh pegement, gant ma vo e brezhoneg !
Kroget e vo ganti adalek 7 eur noz evit ur banne digor-kalon da c'hortoz ma vo tomm ar pilligoù.
Digor d'an holl vrezhonegerien, kozh pe yaouank, ampart war ar yezh pe o teskiñ c'hoazh.
Ken voc'h gwelet er Presbital Kozh neuze !
Aucun commentaire pour le moment.