.BZH : deuet eo ganeomp !

Abaoe un nebeud devezhioù 'zo traoù nevez gant lec'hienn internet ar Presbital Kozh. Da gentañ penn omp aet war stumm micherel hon heberc'hier Jimdo : JimdoPro.

War an dro 'meump prenet un anv domani a zo deomp, gant un astenn .bzh : gite-presbitalkozh-landeleau.bzh/

Hag erfin emaomp o reneveziñ al lec'hienn penn da benn pe dost. Lârit ho soñj war ar stumm nevez bet roet dezhi !


Depuis quelques jours, il y a du nouveau sur le site internet du Presbital Kozh. Tout d'abord, nous sommes passés à la version professionnelle de notre hébergeur Jimdo : JimdoPro.

Dans le même temps, nous avons acquis un nom de domaine propre avec une extension .bzh : gite-presbitalkozh-landeleau.bzh/

Enfin, nous sommes en train de rénover le site de fond en comble ou presque. Donnez-nous votre avis sur la nouvelle version !



1 commentaires

Ne oa ket trenk ar soubenn !

Laura, Raynald hag Isabelle, aet ar maout gante er c'hoñkour soubenn.
Laura, Raynald hag Isabelle, aet ar maout gante er c'hoñkour soubenn.

Eizh soubenn war ar renk evit ar c'hoñkour "Fest ar soubenn", "Faites de la soupe" er Presbital Kozh disadorn paseet, ha tost da 30 den o tañva anezhe hag o votiñ evit ar re lipousañ.

 

Goude bezañ sellet ouzh filmoù berr e brezhoneg ("Penaos ober chistr", "Fest ar Forn") hag e galleg (ur film diwar-benn ur suner-gwad a vije bet o chom er Presbital Kozh) e oa poent krogiñ gant an traoù : loc'het ar c'hoñkour ha dao d'ar soubennoù, eizh deusoute, meur a liv ha meur a vlaz gante.

Div eurvezh goude, riñset ar skudelloù, e oa erru mare an disoc'hoù : aet ar maout gant Reynald, roet dezhañ ul loa-bod aour evel priz kentañ, dirak Isabelle, bet ul loa-sil arc'hant, ha Laura, roet dezhi un diblusker arem.

 

Meur a ziplom zo bet roet a-hend-all evit loreañ meur a zoare soubenn : an hini vravañ, an hini vlazetañ, an hini orinañ, an hini flemmusañ,...Pep hini 'neus bet e lod, pe dost ha plijadur zo bet d'an holl !

0 commentaires

FEST AR SOUBENN / FAITES DE LA SOUPE !

D'ar sadorn 6 a viz Kerzu e vo fest ar soubenn er Presbital Kozh. Aozet e vo an traoù gant Oaled Landelo, tud liorzh voutin Landelo hag ULAMIR Stêr Aon. Setu program an devezh :

 

Adalek 2 eur goude merenn : deuit da fardañ ho soubenn e brezhoneg, un endervezh dudius evit ober soubenn en ur gaozeal brezhoneg. Evit ar vrezhonegerien ampart koulz hag ar re zo o teskiñ c'hoazh, ar re gentañ a sikouro ar re all !

Graet e vo gwastilli ivez, hag a vo debret evit koan da heul ar soubenn !

Degasit danvez (legumaj,...) hag armoù kegin.

 

Adalek 6 eur noz :

Penaos ober chistr ? Ur film e brezhoneg savet gant skipailh Kan an Douar diwar-benn ar mod kozh d'ober chistr.

Ha da c'houde : ur film e galleg kinniget gant tud al liorzh voutin.

 

Adalek 7 eur noz : Digor-kalon gant chistr ar vro, evel-just !

Ha da c'houde : koñkour bras ar soubenn !


Deuit gant tri litrad soubenn, tañvet e vo ha dilennet ar re lipousañ !


Mont-tre dieub ha digoust memes hep soubenn !


Titouroù hag enskrivadurioù : Oaled Landelo pe ULAMIR-Aulne

 

Lire la suite 0 commentaires

STAJ BREZHONEG ER PRESBITAL KOZH

Depuis la rentrée scolaire, DAO, Roudour, Bod Kelenn, La Fiselerie et Oaled Landelo proposent un cursus d’apprentissage rapide du breton, alliant cours du soir et stages.

 

Le premier stage de ce cursus se déroulera le samedi 29 novembre au Presbital Kozh de Landeleau. Voici le programme complet de la journée.  

 

9 h 30 : accueil

10 h - 12 h 30 : stage sur 3 niveaux animé par Roudour

12 h 30 - 14 h : pique-nique (chacun apporte le sien)

14 h - 18 h : stage sur 3 niveaux animé par Roudour

15 h 30 - 18 h (pour un groupe) : atelier cuisine indienne en breton avec Katell André

18 h - 19 h : Sten Charbonneau, créateur de jeux en breton, viendra présenter « Klask ar ger » (cherche le mot) et « Din an dorn » (à mon tour).

19 h : apéritif et dîner indien préparé par les stagiaires.

21 h : soirée jeux de société en breton, une façon plaisante de parler breton en jouant.

 


Deux autres stages sont programmés, le samedi 31 janvier à Rostrenen et le samedi 11 avril à Guiscriff, ainsi qu’un stage d’une semaine en été. Ces stages sont ouverts à tous les adultes apprenant le breton, quelque soit leur niveau.

 

Tarifs :

1 samedi : 45 € (+ 5 € pour le repas du soir)

2 samedis : 70 €

3 samedis : 90 €

Stage d’été : 160 € 

 

Renseignements et inscriptions auprès de Roudour : 02-98-99-75-84, degemer@roudour.com

Abaoe an distro-skol e vez kinniget gant DAO, Roudour, Bod Kelenn, Ar Fiselerezh hag Oaled Landelo ur pakad bloaz evit deskiñ brezhoneg fonnusoc'h, gant kentelioù-noz ha stajoù.

 

Ar staj kentañ a vo d'ar sadorn 29 a viz Du e Presbital Kozh Landelo. Setu program klok an devezh. Labour ha plijadur a vo ken-ha-ken !

 

9 eur 30 : degemer

10 eur - 12 eur 30 : staj war 3 live kaset en-dro gant Roudour

12 eur 30 - 2 eur : pik-nik (pep hini a zegas e voued)

2 eur - 6 eur : staj war 3 live kaset en-dro gant Roudour

3 eur 30 - 6 eur (evit ur strollad) : atalier keginañ mod India e brezhoneg gant Katell André.

6 eur - 7 eur : Sten Charbonneau a ginnigo c'hoarioù brezhoneg savet gantañ :   « Klask ar ger » ha « Din an dorn ».

7 eur : Digor-kalon ha koan mod India fardet gant ar stajidi.

9 eur : nozvezh c'hoarioù-stroll e brezhoneg, plijadur 'vo o komz brezhoneg en ur c'hoari !

 

Daou staj all a vo aozet, d'ar sadorn 31 a viz Genver e Rostrenenn ha d'ar sadorn 11 a viz Ebrel e Gwiskriv, hag ivez ur sizhunvezh staj e-kerzh an hañv. Digor int d'an holl oadourien o teskiñ brezhoneg, forzh peseurt live a vefe gante.

 

Prizioù :

ur sadornvezh staj : 45 € (+ 5 € evit koan)

daou sadornvezh staj : 70 €

tri sadornvezh staj : 90 €

Staj hañv : 160 €

 

Titouroù hag enskrivadurioù digant Roudour :

02-98-99-75-84,

degemer@roudour.com


0 commentaires

Noël à Trévarez / Nedeleg e Trevarez

Tous les ans, durant la période de Noël, le domaine de Trévarez sert de cadre magique et enchanteur aux histoires merveilleuses et aux oeuvres d'art concoctées par des artistes amateurs sur un thème en relation avec Noël. C'est aussi l'occasion pour les visiteurs d'admirer les illuminations du château et du parc.

 

Cette année, le thème choisi est le Festin de Léon, quand la gastronomie de Noël est réinventée par les artistes locaux, dans une exposition insolite et gourmande qui sollicite les papilles et la participation du public.

 

Du 22 novembre 2014 au 4 janvier 2015

Renseignements, horaires et tarifs : domaine de Trevarez

Lire la suite 0 commentaires

FRANKIZ : ur pezh-c'hoari fromus ha kentelius

"Hon tadoù-kozh ar C'halianed", ger-stur skol an impalaeriezh trevadennel gall.
"Hon tadoù-kozh ar C'halianed", ger-stur skol an impalaeriezh trevadennel gall.

Pobloù trevadennet a bep bro, unvanit ! Sed aze, moarvat, unan deus ar soñjoù bet lakaet war-wel a-hed ar pezh-c'hoari Frankiz displeget disul paseet er C'hastell-Nevez gant Strollad ar Vro Bagan.

 

Ar pezh a vez lakaet war-wel ivez eo perzh ar Vretoned, martoloded pe soudarded, e brezelioù trevadenniñ Bro-C'hall. Hag int kaset da waskañ pobloù all dre ar bed evit pinvidikaat an impalaeriezh c'hall ha bourc'hizien an arc'hant bras. Hag int, Bretoned o vevañ war maezioù paour Breizh-Izel, ret gante mont da vartolod pe da soudard evit gounit o zamm kreun, o doa gwelet e oant heñvel, ken paour ha ken trevadennet, ouzh ar re zu en Afrika, ar re velen en Indez-Sina, ouzh ar bobl  aljerian, lakaet dindan veli Bro-C'hall adalek kreiz an 19vet kantved.

 

D'an 11 a viz du emaomp hiriv. Arabat disoñjal e tarzhas ar Brezel Bras - ur brezel spontus lazhet gantañ 150 000 Breton da nebeutañ - abalamour, evit darn, d'ar c'hevezerezh a rene war gevandir Afrika etre teir impalaeriezh trevadennel : Bro-C'hall, Bro-Saoz ha Bro-Alamagn.

0 commentaires

Emañ FRANKIZ o tostaat !

Angèle Jacq ha Goulc'han Kervella e-touez skipailh Oaled Landelo.
Angèle Jacq ha Goulc'han Kervella e-touez skipailh Oaled Landelo.

'Benn sul a zeu, da deir eur d'enderv, e vo c'hoariet Frankiz gant Strollad ar Vro Bagan e sal ar Sterenn, Kastell-Nevez ar Faou.

 

Diriaou paseet oa bet Goulc'han Kervella, leurenner, hag Angèle Jacq, skrivagnerez, betek Presbital Kozh Landelo evit kinnig danvez ar pezh-c'hoari da gazetennerien ar vro (Télégramme, Poher-Hebdo, Ouest-France hag ar gazetenn Ya!). Plijadur zo bet o selaou Goulc'han hag Angèle e-tal tan siminal ar maner kozh !

Ha muioc'h a blijadur a vo c'hoazh 'benn sul  pa vo gwelet ha selaouet an aktourien war al leurenn. Da c'hortoz e kinnigomp deoc'h amañ dindan un nebeud fotoioù deus ar pezh-c'hoari :

Lire la suite 0 commentaires

Teatr brezhonek : FRANKIZ, les Bretons dans les guerres

Da geñver 4vet festival an teatr brezhonek ha kantvet deiz-ha-bloaz ar Brezel Bras e pedomp Strollad ar Vro Bagan da c’hoari e bezh “Frankiz, les Bretons dans les guerres (1830-1962)” ‘ba sal Ar Sterenn er C’hastell-Nevez, d’ar sul 9 a viz Du da 3 eur d’enderv.

Priz : 13 €, 10 € (studierien, tud dilabour), 5 € (bugale 12-16 vloaz)

FRANKIZ zo ur pezh-c’hoari skrivet e brezhoneg hag e galleg gant Goulc’han Kervella gant sikour Angèle Jacq (« Le voyage de Jabel » - « Frankiz-Liberté-Fahafana »), Raharimanana (Madagascar,1947), Paul Meriau (Mizab), Xavier grall (Africa Blues), Gustave Jourdren, Albert Abgrall, Désiré Camus, Yves Le Vourc’h, Claude Henaff, Yann-Vadezour Lagadec, Claude Guiavarc’h, Naïg Rozmor, Aimée Cesaire, Hervé Peaudecerf ha kalz testou hag istorourien all.

E 1959, ur Breizhad yaouank o tispartiañ diouzh e vuiañ karet hag e vamm evit mont d’an Aljeri d’ober « brezel » (lakaat an urzh vat da ren). Erru merc’hed all, en ur vandenn, da gemer perzh e glac’har an div vaouez. Margodennoù zo ganto, pep hini anezho o vezañ ur soudard breizhat eus ur brezel bennak. Emaint o vont da gontañ planedenn pephini anezho :


Brezel 1870 (Kamp Conlie), Brezel 14 (Ar soudard Laurent fuzuliet), Emsav Madagascar (1947), Brezel Indez-Sina (1945-1954), Brezel Aljeria (1954-1962).


Peseurt buhez o deus bet ar soudarded vreizhat ? Peseurt daremprejoù o deus bet gant ar pobloù all ?
Peseurt soñj diwar-benn ar brezelioù-se ? Peseurt soñj e-keñver Breizh ?


Komz a reer kalz eus pobloù trevadennet gant Bro-C’hall, eus gwirioù an dud hag ar pobloù, eus ar peoc’h hag an doujañs.

Lire la suite 0 commentaires

Nozvezh Kabaret brezhonek gant Pempvet Pred

Ar gevredigezh Pempvet Pred a vod buhezourien ha renerien kamp vakañsoù brezhonek ha gallaouek. Dibabet eo bet an anv diwar ar pred a vez debret asambles gant ar vuhezourien ur wech aet da gousket bugale ar c'hamp. E-kerzh ar pred-se e vez kaozet deus an devezh paseet ha prientet ar pezh 'vo graet d'an antronoz.


Memes mod 'zo bet divizet gant skipailh Pempvet Pred aozañ un dibenn-sizhunvezh staj evit en em gavout asambles ur wech ar bloaz a-benn kas war-raok ar buheziñ hag an deskadurezh pobl e brezhoneg : ober anaoudegezh, eskemm skiant-prenet, traoù pleustrek ha raktresoù, krouiñ, kanañ, dañsal, diskuizhañ, farsal...sed aze program ar staj. 


Hag ar bloaz-mañ e vo aozet staj Pempvet Pred er Presbital Kozh, d'ar 1añ ha d'an eil a viz Du. D'ar sadorn, adalek 9 eur noz, e vo un nozvezh Kabaret e brezhoneg, digor d'an holl hag evit netra !


0 commentaires

Staj kan EOST / Stage de chant EOST

Annie Ebrel er Presbital Kozh gant he stajidi.
Annie Ebrel er Presbital Kozh gant he stajidi.

'vel ar bloaz paseet 'zo bet ur staj kan e brezhoneg 'b ar Presbital Kozh. Aozet eo bet gant ar c'hevredigezhioù a gemer perzh er raktres european EOST evit treuzkas ha kas war-raok ar c'han hengounel.


Un dek stajiad bennak zo bet o kanañ 'pad an deiz, d'ar sadorn 18 a viz Here. Kaset eo bet ar staj en-dro gant ar ganerez brudet Annie Ebrel, skoazellet goude merenn gant Stéphanie Pinard-Olier, kelennerez war ar c'han ha teknikoù ar mouezh e Skol Sonerezh Kreiz-Breizh.

Labouret 'zo bet start met plijadur e-leizh 'zo bet ivez !


Stajoù all a vo, d'ar 15 a viz Du 'ba Skol Sonerezh Speied, gant Korn Boud, ha d'an 13 a viz Kerzu 'ba Skol Sonerezh Kreiz-Breizh e Rostrenenn. Evit lakaat hoc'h anv, kit war lec'hienn Skol Sonerezh Kreiz-Breizh pe pellgargit ar fichennaoueg amañ dindan.

Lire la suite 0 commentaires

Kentelioù brezhoneg : emañ an distro-skol o tostaat

Les cours de breton organisés par Oaled Landelo reprennent cette semaine.

Cette année, un cours de niveau intermédiaire (après 2 années de breton) se tiendra à Spézet dans les locaux de l'école de musique.

 

Horaires :

Le mercredi soir de 20 h 30 à 22 h 30 à partir du 24 septembre.

 

Tarifs annuels :

- 120 € compris adhésion à l'association, dont 30 € déductible des impôts. Oaled Landelo est une association d'intérêt général autorisée à délivrer des reçus fiscaux.

- 90 € compris adhésion pour les élèves non imposables.

 

Les deux premiers cours à l'essai et sans engagement.

 

Le tarif ne comprend pas l'achat de la méthode Oulpan que les élèves pourront se procurer au prix association.

 

Pack annuel d'apprentissage intensif :

En partenariat avec DAO, Roudour, Bod Kelenn et La Fiselerie, Oaled Landelo propose un pack annuel d'apprentissage intensif du breton comprenant une année de cours du soir, trois journées de stages le samedi et une semaine de stage en été, pour un coût global de 370 € et 98 h de formation au total.

Lire la suite 0 commentaires

En-dro d'ar Presbital Kozh : Agenda du mois de septembre

Cet agenda mensuel vous propose une sélection des évènements et activités se déroulant dans un rayon de 20 kms autour de notre gîte. Vous pouvez aussi consulter les pages Evènements et Evènements sport et nature de ce site, ou vous rendre sur les sites des offices de tourisme locaux :

 

OT de Carhaix-Huelgoat

OT de Châteauneuf-du-Faou

OT du Pays du Roi Morvan

OT du Kreiz-Breizh

 

Pendant toute l'année :

De nombreuses randonnées à thème et sorties nature sont organisées  par l'association ADDES de Botmeur. Tel : 02-98-99-66-58.

 

Jusqu'à fin septembre :

Animation et ateliers le long du canal de Nantes à Brest, organisés par le SMATAH.

Lire la suite 0 commentaires

PENAOS OBER BARA ?

A-boan echu Fest ar Forn 2014, soñjomp diouzhtu 'barzh Fest Forn a zeu ha deskomp ober bara gant skoazell ar fotoioù :


1 - Kentañ tra d'ober evit kaout bara-forn zo mont da fagota ha lakaat anezhe da sec'hiñ.
2 - Pa vez sec'h ar fagod e vezont berniet 'tal-kichen ar forn.
3 - Gante 'vez tommet ar forn.
4 - Poent eo merat an toaz, graet gant bleud, dour ha goell, ha reiñ dezhañ stumm un dorzh vara.

5 - Lakaet eo an toaz e go, poent eo forniañ an torzhioù bara.

6 - Da c'hortoz ma vo poazh ar bara e vez graet un dro dañs gant kanerien ha sonerien.

7 - Poazh eo ! Poent eo diforniañ.

8 - Pegen brav eo an torzhioù bara ! Ha pegen mat gant un tamm amann sall !

Lire la suite 0 commentaires

FEST AR FORN

Fest ar Forn er Presbital Kozh d’ar Sul 14 a viz Gwengolo

 

‘Ba forn ar Presbital Kozh e vo poazhet bara en-dro d’ar Sul 14 a viz Gwengolo goude merenn ha Oaled Landelo a ya war seulioù Kan an Douar a-benn reiñ lañs en-dro da Fest ar Forn goude pevar bloavezh ehan. Sec’h ar fagod, kempennet al laouer-doaz hag ar forn ha dont a raio deus Ti an Teureg Jean-Claude Lefèvre hag e wreg Jeannine, baraerien a-vicher evit merat ha poazhañ an toaz ‘ba ti-forn ar Presbital Kozh. A-hed an endervezh, adalek 2 eur, e vo gwerzhet bara forn, pastez, gwestell, riz dre laezh ha traoù a vo da evañ ivez. Sonerien, kanerien ha dañserien a vo degemeret mat.

 

Fest ar Forn au Presbital Kozh le dimanche 14 septembre

 

Le four à pain du Presbital Kozh va reprendre du service le dimanche 14 septembre après-midi, et Oaled Landelo reprend le flambeau de Kan an Douar pour relancer Fest ar Forn après quatre ans d’interruption. Les fagots sont secs, le pétrin et le four sont prêts et pour l’occasion, Jean-Claude Lefèvre et son épouse Jeannine, artisans boulangers de Ty an Teureg, viendront pétrir et cuire la pâte dans le fournil du Presbital Kozh. Tout l’après-midi, à partir de 14 h : vente de pains cuits au four, pâté, gâteaux, riz au lait, buvette. Animation musicale : musiciens, sonneurs, chanteurs et danseurs sont les bienvenus.

 

0 commentaires

Nuit de la Chauve-Souris : un public captivé

Xavier Grémillet, en conférence au Presbital Kozh le 5 août 2014.
Xavier Grémillet, en conférence au Presbital Kozh le 5 août 2014.

Cette première nuit internationale de la Chauve-Souris a attiré un public nombreux dans la bibliothèque du Presbital Kozh, le mardi 5 août. Plus de 40 personnes sont venues écouter la conférence de Xavier Grémillet, président du Groupe Mammalogique Breton. Passionné et passionnant, mêlant avec acuité anecdotes et informations scientifiques, le biologiste a su captiver son auditoire pendant plusieurs heures et mieux faire connaître ses demoiselles de la nuit qui vivent paisiblement à Landeleau depuis plusieurs années. Landeleau est en effet un site majeur du Finistère pour la protection et l'étude des chauves-souris car la commune offre à la colonie de chiroptères - grands rhinolophes et murins à oreilles échancrées -, à quelques centaines de mètres de distance, un gîte d'hiver (ardoisière du Stang) et un gîte d'été (combles de l'église). La colonie de 500 membres environ fait l'objet d'un arrêté de protection de biotope depuis 2003 et la commune travaille en étroite coopération avec le GMB pour permettre à cette colonie de perdurer en toute quiétude.

Cette soirée au Presbital Kozh, coorganisée avec le GMB, l'EPAGA et Oaled Landelo, a permis de mieux sensibiliser le grand public aux enjeux de la protection de cette espèce menacée. Elle sera reconduite l'année prochaine et Oaled Landelo envisage d'autres partenariats en lien avec la préservation de la biodiversité.

2 commentaires

Nuit internationale de la Chauve-Souris

Setu nozvezh kentañ al logod-dall er Presbital Kozh !


Cette année aura lieu la première nuit de la Chauve-Souris au Presbital Kozh. Ce petit mammifère a pour nom breton : logodenn-dall "souris aveugle" ou encore askell-groc'hen, "aile de peau".

 

La Nuit internationale de la Chauve-Souris, dont c'est la 18ème édition cette année, est organisée dans de nombreux pays du monde pour mieux faire connaître au grand public ces demoiselles de la nuit et ainsi mieux les protéger.

 

La soirée débutera à 20 h 30 dans la bibliothèque du Presbital Kozh. Les experts du Groupe Mammalogique breton et de l'EPAGA vous présenteront les chauves-souris et leur univers. Vous pourrez ensuite les rencontrer sur le terrain au cours d'une balade nocturne. Muni d'un détecteur à ultrasons, vous suivrez les traces de la colonie qui gite dans les combles de l'église !

 

Soirée gratuite et ouverte à tous.

 

Responsable de l'animation:

Sylvestre Boichard

Téléphone : 02-98-16-14-15.

0 commentaires

Musiciens Kanaks et athlètes bretons au Presbital Kozh

A l'occasion de la fête du Stang, le Presbital Kozh a accueilli durant le week-end le groupe de musiciens Kanaks Celenod, venu de l'île de Maré en Nouvelle-Calédonie. Ces musiciens de talent mêlent rythmes traditionnels et contemporains. Celenod, signifie en Nengone Mer (Célé) et Terre (Nod), liant ainsi les clans de la mer dont sont issus certains des musiciens, et les clans de la terre dont sont issus les autres. C'était aussi, heureuse et inattendue coïncidence, le nom de scène du barde breton Emile Le Skanv, Glenmor - terre-mer en breton -, figure tutélaire du Presbital Kozh. 

Lire la suite 0 commentaires

Le Centre Social de Conches aux Vieilles Charrues

Pendant le week-end des Vieilles Charrues, le Presbital Kozh a hébergé un groupe d'adolescents venus du centre social de Conches en Normandie. Au programme du séjour, concerts à Kerampuilh où Stromae et Shaka Ponk ont été particulièrement appréciés, char à voile à Saint-Nic et balades au bord de la mer d'Iroise, avec tout de même quelques temps de repos dans le vieux manoir de Landeleau !

Et peut-être à l'année prochaine pour de nouvelles aventures en Kalon Breizh !

 

0 commentaires

Expo Chauves-souris au Presbital Kozh

L'exposition sur les chauves-souris se tiendra jusqu'à début août au Presbital Kozh.
L'exposition sur les chauves-souris se tiendra jusqu'à début août au Presbital Kozh.

La salle d'exposition du Presbital Kozh, à l'étage au-dessus du fournil, accueille ce mois de juillet une exposition sur les chauves-souris, mise en place par Oaled Landelo et le Groupe Mammalogique Breton. Une animation sera aussi proposée par un membre du GMB début août. Vous pourrez assister à l’envol de ces chiroptères et un spécialiste répondra à vos questions.

Lire la suite 0 commentaires

FEST-NOZ SKOAZELL AR PRESBITAL KOZH

Landeleau : fest-noz de soutien au Presbital Kozh

 

L’association Oaled Landelo organise un fest-noz de soutien au Presbital Kozh, le samedi 5 juillet, à partir de 21 h, à salle d’animations de Landeleau (sur plancher). Entrée : 6 €. 

 

Avec : Re an Are, Paotred al Loc’h, Cariou / Le Loupp, Puillandre / Stervinou, Cornec/Kergozou, Poulmarc’h / Gloaguen….

 

Cest aussi l’occasion de faire un don pour soutenir les projets de l’association, qui vient d’être reconnue d’intérêt général. Les dons sont déductibles des impôts à 66% pour les particuliers et à 60% pour les entreprises. Ils serviront à aménager la salle d’exposition, le fournil et à mettre en place une bibliothèque de prêt d’ouvrages en breton.

 

Contact : oaled-landelo@orange.fr

Lire la suite 0 commentaires

OALED LANDELO reconnue d'intérêt général

Patrice Marquand, coordinateur de l'association Oaled Landelo.
Patrice Marquand, coordinateur de l'association Oaled Landelo.

C’est sans doute une première en Pays Centre-Ouest Bretagne. Après Kentelioù an Noz, dans le Pays nantais et le centre de formation Stumdi à Landerneau, Oaled Landelo vient d’être déclarée d’intérêt général par le Ministère des Finances pour les cours de breton qu'elle dispense à destination des adultes et pour les activités culturelles en langue bretonne qu'elle organise régulièrement au Presbital Kozh ou en d'autres lieux de la Communauté de Commune de Haute-Cornouaille.

 

En novembre dernier, nous avons fait une demande de rescrit fiscal auprès des services fiscaux à Quimper. La réponse est arrivée fin mai : Oaled Landelo est habilitée à délivrer des reçus fiscaux pour les dons qu’elle reçoit afin de soutenir ses actions en faveur du breton. La déduction sur impôt s’élève à 66% du montant du don pour les particuliers et à 60% pour les entreprises. Ceux qui ont déjà effectué des dons recevront un reçu fiscal d’ici l’automne, à joindre à leur déclaration de revenus 2015. Nous lancerons une nouvelle campagne de dons lors du fest-noz de soutien au Presbital Kozh que nous organisons le samedi 5 juillet à la salle d’animations de Landeleau. Nous prendrons aussi contact avec les entreprises locales souhaitant soutenir la langue bretonne afin d’établir des conventions de mécénat. Les dons reçus permettront de financer des projets en lien avec la langue bretonne, la culture et le patrimoine, comme l'aménagement d'une bibliothèque de prêt d'ouvrages en langue bretonne, la rénovation de la salle d'exposition et la mise en valeur du fournil. 

 

Pour l’administration fiscale, « les langues régionales sont reconnues comme des éléments constitutifs du patrimoine national qu’il convient de défendre et de valoriser. » Patrice Marquand, coordinateur de l’association Oaled Landelo et référent langue bretonne au sein du Conseil de Développement du Pays COB, invite les autres cours de breton et les structures oeuvrant à la promotion de la langue bretonne à effectuer eux aussi une demande de rescrit fiscal. Il espère aussi que cette reconnaissance par le Ministère des Finances incitera d’autres services de l’Etat - l’Education nationale par exemple - et certaines collectivités locales à mieux prendre en compte la langue bretonne dans leurs politiques publiques.

 

Contact : Oaled Landelo 

0 commentaires

Les motards sont sympas !

Ils sont venus du Pays Nantais pour un passer un week-end de détente et de découverte au Presbital Kozh. Une dizaine de motards, garçons et filles, ont choisi le vieux manoir d'abord par sa situation géographique, au centre du Finistère, qui permet de sillonner facilement la Bretagne intérieure par Monts d'Arrée et Montagnes Noires, et même de faire une virée jusqu'à la côte, puis par le charme de ses vieilles pierres et le calme de l'endroit. Ils ont pu apprécier la convivialité de l'accueil et la qualité des petits plats mitonnés par Sylvie, comme nous avons pu apprécier leur humour et leur sympathie. 

0 commentaires

Hors-Champ : une semaine de stage au Presbital Kozh

L'association Hors-Champ, qui rassemble des chanteurs d'horizons différents, est venue passer une semaine de stage au Presbital Kozh, du 24 mai au 1er juin. Ce stage organisé à l'initiative d'Eliane Le Bon, originaire de Landeleau, a permis aux "Hors-Champ", venus de région parisienne, des Pyrénées, de Bordeaux ou encore de Bourgogne, de répéter ensemble dans le cadre magique et enchanteur du Presbital Kozh. Le charme du vieux manoir et la qualité acoustique de sa bibliothèque ont particulièrement été apprécié des chanteurs.

Lire la suite 0 commentaires

Paseet ar Redadeg dre ar vro

Un devezh plijus ha kaer, an heol o parañ war hentoù Kreiz-Breizh, startijenn ha joa gant an holl, rederien pe ket, brezhonegerien pe ket, setu penaos eo tremenet ar Redadeg 'b ar vro etre Plonevez ha Landelo.

Lire la suite 0 commentaires

AR REDADEG DRE LANDELO

Ar Redadeg a dremeno dre Landelo, ha dirak ar Presbital Kozh, d'ar sadorn 31 a viz Mae tro 8 eur da vintin. An ti-kêr, Oaled Landelo, artizanted, produerien hag annezidi ar gumun, an holl a gemero perzh er Redadeg.

 

Ti-kêr Landelo hag Oaled Landelo a bed an holl da zont da redek evit ar brezhoneg, emgav da 8 eur nemet kard dirak ar Presbital Kozh evit redek ar c'hilometr prenet gant an ti-kêr. Bagad Osismi Speied a deuio da seniñ pa dremeno Ar Redadeg ha da heul 'ba sal ar gouelioù, lec'h ma vo servijet lein d'ar rederien.

 

An arc'hant daspugnet gant Ar Redadeg a servijo da skoazellañ raktresoù evit kas ar brezhoneg war-raok, evel hini Oaled Landelo, skoazellet gant Ar Redadeg 2012 : "Mojennoù ar Barzh", ur c'hoari kartoù e brezhoneg penn da benn evit kontañ istorioù diwar mojennoù Breizh. Ouzhpenn 500 skouerenn zo bet ingalet er skolioù hag er c'hentelioù-noz, e Breizh a-bezh ha pelloc'h memes. Lire la suite en français.

 

Gouzout hiroc'h : Oaled Landelo

Ar Redadeg

Lire la suite 0 commentaires

Kevrenn an Alre o pleustriñ er Presbital Kozh

Evel bep bloaz pe dost, e-pad dibenn-sizhun Bask, oa bet Kevrenn an Alre o pleustriñ er Presbital Kozh hag e sal Per Poher evit prientiñ ar c'henstrivadegoù koroll a zeu. Un tregont a dud yaouank bennak 'noa paseet tri devezh er maner kozh, o labourat start war oc'h abadenn dañs nevez, gant prantadoù a blijadur hag a ziskuizh ivez.

Lire la suite 0 commentaires

Liseidi deus Oñati (Euskal Herria) er Presbital Kozh

Deuet int deus Ikastola Oñati e Bro Gipuzkoa evit gwelet o mignoned vreton deus lise Diwan Karaez. Ha chomet int e-pad sizhun er Presbital Kozh. Un ugent liseidi bennak gant rener ar skol ha div gelennerez zo chomet da gousket er maner kozh ha kalz int bet plijet gant al lec'h, ken m'emaint e soñj dont en-dro a-benn ar bloaz a zeu, hervez kont, kement ha kreñvaat c'hoazh ar vignoniezh etre Breizh hag Euskal Herria, etre an Ikastolak hag ar skolioù Diwan. 

 

 

Lire la suite 0 commentaires

Nevez-Hañv ar Varzhed / Printemps des Poètes

Devezh gouestlet d'ar varzhoniezh vrezhoneg

Journée consacrée à la poésie et à la littérature en langue bretonne, dans le cadre du Printemps des Poètes.

 

Program klok / Programme complet :

 

11 h 30 : Digor-kalon barzhoniel el liorzh voutin / Apéritif poétique au jardin partagé

Gwisket e vo al liorzh gant barzhonegoù liesyezhek ha pep hini a c'hello dont da lenn barzhonegoù / Le jardin s'habillera de poésies multilingues et chacun pourra venir lire des poèmes.

 

14 h 30 : c'hoari klask ar roudenn lennegel er Presbital Kozh / Jeu de piste littéraire

 War glask un destenn vrezhoneg bet didroc'het a dammoù ha kuzhet mat er maner kozh. Ret e vo adesevel anezhi / A la recherche d'un texte en breton découpé en morceaux et bien caché dans le vieux manoir. Il faudra le reconstituer.

C'hoari dre skipailhoù kemmesket (brezhonegerien pe pas, tud gour ha bugale,...) / Jeu par équipes mixtes (bretonnants ou non, adultes et enfants,...)

 

20 h 30 : nozvezh kan, sonerezh ha barzhoniezh er Presbital Kozh

Gant skolidi Oaled Landelo, muzisianed ha kanerien Korn Boud ha kerent ha bugale Div Yezh Kastell-Nevez ar Faou. / Soirée chant, musique et poésie au Presbital Kozh, avec les élèves des cours de breton de Oaled Landelo, les musiciens et chanteurs de Korn Boud, les parents d'élèves de Div Yezh Châteauneuf-du-Faou avec leurs enfants.

 

Mont e-barzh evit netra / Entrée gratuite

 

Un devezh kenaozet gant / Une journée coorganisée par :

 

Oaled Landelo - ULAMIR Aulne - KORN BOUD - Div Yezh Kastell-Nevez ar Faou

0 commentaires

Teatr brezhoneg gant Strollad Kallag

Pezh-c'hoari nevez Strollad Kallag, "Komedienn mil luiet", diwar Shakespeare, a vo c'hoariet d'ar Sul 16 a viz Meurzh 'ba sal nevez Landelo, da 3 eur goude merenn.

 

Mont e-barzh : 7 €

Digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz.

 

lire la suite en français...

Lire la suite 0 commentaires

Staj disentiñ Aï' ta! er Presbital Kozh

Un ugent a dud bennak oa deuet d'an devezh stummañ aozet gant Aï' ta! er Presbital Kozh d'an 8 a viz Meurzh. Kemeret 'neunt perzh er staj disentiñ ha labouret war an teoriezh hag ar strategiezh koulz ha war ar pleustriñ, gant stalioù-labour diwar-benn ar c'hazetenniñ pe an archerien : penaos en em zerc'hel dirake, penaos respont pe chom hep respont d'ar goulennoù an eil re pe ar re all. Lakaet zo bet an dud da sevel ha da c’hoari un obererezh stourm.

 

Ur staj pleustrek da vat eo bet diouzh gwelet panelloù hent unyezhek ar gumun. Bremañ e oar mat servijoù an departamant petra a chom dezhe d'ober : tennañ kuit ar panelloù unyezhek ha lakaat panelloù divyezhek en o lec'h, a-drugarez da strollad Aï' ta! 'neunt diskouezet ar skwer vat dezhe.

 

Klaoustre e teuio tud Aî' ta! d'ober un droiad all 'b ar vro-mañ ma ne vez ket graet ar cheñchamant buan a-walc'h !

 


0 commentaires

Koñsert ha fest ar soubenn / Concert et fête de la soupe

SAMEDI 1er MARS, au PRESBITAL KOZH de LANDELEAU :

 

17 h : Concert de Katell et Fred : "Ratata lâr ma c'hazh"

Kanaouennoù ha rimodelloù evit ar vugale koulz hag ar re vras, e brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg. Adalek 2 vloaz.

 

Chansons et comptines pour les enfants et les plus grands, en breton, gallois, anglais et français. A partir de 2 ans.

 

3 Euros / personne, 10 Euros / famille de 4 et plus.

Réservation conseillée / Gwelloc'h delc'hen ho plas en a-raok : 02-98-73-20-76, ulamir.aulne@wanadoo.fr

 

après le concert : apéro-goûter pour les petits et grands et puis : lire la suite...


Lire la suite 1 commentaires

NOZVEZH YOD-KERC'H

VENDREDI 21 FEVRIER à partir de 19 h : soirée Yod-Kerc'h, veillée chantée, contée et sonnée.

 

Ouzhpenn 60 a dud zo deut da zebriñ Yod-Kerc'h, da ganañ, da gontañ istorioù pe da selaou ar re all. Plijadur zo bet gant an holl : kozh ha yaouank, brezhonegerien a-vihanik pe tud o teskiñ ar yezh c'hoazh.  Mersi bras d'an holl ha d'an dud a-youl vat 'neunt graet war-dro an nozvezh-kaer-se.

 

'benn ar bloaz a zeu neuze !

 

 

Lire la suite 0 commentaires

Repas de Oaled Landelo : en breton et en chansons

Pour la première fois depuis la création de l'association, Oaled Landelo a pu organiser son repas annuel au Presbital Kozh.

Lire la suite 0 commentaires

Oaled Landelo : Calendrier des activités culturelles 2014

En ce début d'année 2014, le calendrier des activités culturelles de Oaled Landelo s'annonce riche, dense et varié   : veillée chantée Yod-Kerc'h, concert et soirée soupe, week-end théâtre, journée poésie, passage de la Redadeg, fest-noz, Fest ar Forn, hommage aux Bretons dans la Grande Guerre...

 

Un programme porté par les fondamentaux de Oaled Landelo : la langue bretonne et les partenariats avec les associations locales.

Lire la suite 0 commentaires

FEST-NOZ ET STAGES MUZIK AN ARVORIG

SAMEDI 11 JANVIER

Fest-noz annuel de Muzik an Arvorig, à partir de 20 h 30, Salle ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou.

Lire la suite 0 commentaires